Emgann Ia Drang

Emgann Ia Drang
Tamm eus Brezel Viêt Nam etre Talbenn broadel dieubidigezh Su Vietnam ha Norzh Vietnam ouzh SUA ha Su Vietnam
Emgann Ia Drang
Emgann Ia Drang

Maread 14 a viz Du 1965 - 18 a viz Du 1965
Lec'h Traonienn Ia Drang, Viêt Nam
Disoc'h amsklaer - an daou du a embannas bout trec'h
Emgannerien
Norzh Vietnam Talbenn broadel dieubidigezh
tro 2 000
SUA
tro 1 000
Pennoù-brezel
Chu Huy Man
Nguyễn Hữu An
Pham Cong Cuu (1/33)
La Ngoc Chau (7/66)
Le Xuan Phoi (8/66)
Nguyen Van Dinh (9/66)
Harry Kinnard[1]
Thomas W. Brown[1]
Harold G. Moore (1/7)
Robert McDade (2/7)
Walter B. Tully (2/5)
Niver a emgannerien
Norzh Vietnam Talbenn broadel dieubidigezh tro 1 000SUA tro 2 000
Sioul e tiskenn soudarded ar First Cavalry (airmobile) division war tachenn traonienn la Drang. A-benn nebeut ne vint ket ken disoursi.

Emgann Ia Drang a zo bet unan eus kentañ emgannoù gwirion ha start etre lu ar Stadoù-Unanet ha Lu Norzh Vietnam, harpet gant ar Viet Cong e-pad brezel Vietnam.

Padet e oa etre ar 14 hag an 18 a viz Du 1965 etre div dachenn douarañ meneziek e-kreiz Republik Su Vietnam nepell diouzh Plei Mei. Emgann Ia Drang a oa ul lod eus oberiadur brezel Silver Bayonet kaset da benn gant soudarded an U.S. Airmobile.

Anv an emgann a zo deuet diwar anv ar stêr Drang hag a dreuz an draonienn e-kostez Plei Mei, lec'h ma voe an dachenn stourm. "Ia" a talvez "stêr" e yezh meuriad ar menezioù-se.

  1. 1,0 ha1,1 Chapter 1: Fight at Ia Drang

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search